top of page
Maodez Glanndour

Buhezskrid

Ar beleg Loeiz ar Floc’h, anavezet gwelloc’h dre e anv-pluenn Maodez Glanndour a zo un den nebeut anavezet hiziv an deiz, daoust ma tiskouezas ur bersonelezh dibar ha ma lezas war e lerc’h un oberenn fonnus-tre ha liesseurt-kenañ, kement maz eo diaes ober ur renta-kont peurglok anezhi. Amañ e vo klasket ober un damsell outi, met dreist-holl ez eo ret merkañ e voe ur beleg santel hag ur gouizieg brezhon heverk. E vuhez a-bezh a zo da gompren gant ar ger-stur « Feiz ha Breizh » : evitañ n’heller ket distagañ ar feiz hag ar vro.

  • Facebook
  • Twitter
  • LinkedIn
  • Instagram
Bugaleaj ha yaouankiz (1)
 

A-raok ar brezel-bed kentañ e voe ganet, e 1909, e Pontrev, en ur gevredigezh a oa c’hoazh kristen ha brezhonek E dud a ouie ar yezh met e galleg e voe desavet, evel ma veze graet e metoù e dad, a oa noter. Mervel a reas e vamm hag e c’hoar pa ne oa nemet ur paotrig. Un troc’h a voe aze evitañ, a verkas e varzhonegoù, hervez Annaig Renault (2). War un dro e voe kaset e pañsion e skolaj Sant-Jozef Lannuon. Goude e vachelouriezh e tisklêrias d’e familh sabatuet edo e soñj mont da veleg. E 1926 e krogas e studi-beleg e kloerdi bras Sant-Brieg.

Eno eo e krogas da vat da zeskiñ ar brezhoneg. Ober a reas anaoudegezh gant Frañsez Vallée, lesanvet « Tad ar yezh ». E-pad e goñje e Gwengamp e kendalc’has da zeskiñ ar yezh, pergen gant skoazell an Aotrou beleg Le Clerc, un niz d’ar yezhadurour, hag e lenne « Breiz », kelaouenn Erwan ar Moal.

Beleget e voe e 1932 hag ez eas da Roma da genderc’hel gant e studioù. Eno e reas anaoudegezh gant ar beleg yaouank Pêr-Yann Nedeleg (3), eus eskopti Kemper, a vo kendiazezer gantañ e 1936 ar gelaouenn " Studi hag Ober ". Daremprediñ a reas ivez Don Godu, a laboure gant Alexis Presse hag an Aotrou Perrot da adsevel abati Landevenneg gant ur spered breizhek. Goude Roma ez eas da Bariz da brientiñ un doktorelezh war ar brederouriezh skolastek, dindan renerezh enebet Jacques Maritain, a c’hounezas daoust da se gant ar meneg « magna cum laude ».

​

​

​

​

​

 

Roparz Hemon (4)

 

Distro e Breizh e 1935 e voe kinniget dezhañ bezañ sekretour an eskob abalamour d’e berzhioù ha d’e studioù uhel, met ne oa ket dedennet gant ur red-vuhez a c’helle kas anezhañ d’ar c’hargoù uhelañ en Iliz, marteze eskob zoken, kargoù o defe rediet anezhañ da zilezel e c’halvidigezh don, a zispako splann er bloavezhioù da heul. Anvet e voe neuze kelenner e Sant-Jozef Lannuon war al latin, ar galleg hag an istor er pevare klas. Plijus e oa ar skolajidi met ne blijas ket dezhañ diwezhatoc’h. Eno ec’h adkavas ur brezhoneger ampart, Pêr Bourdellez. Gantañ e peurzeskas ar yezh. Un deiz e saveteas ur skolajiad a oa o vont da veuziñ er stêr Leger. War-dro 1936 e kenskrivas gant Roparz Hemon da heul savidigezh « Studi hag Ober ». Digalonekaet e oa an den gant e gelaouenn ha ti-embann « Gwalarn » na rae ket berzh a-walc’h, met o welout Maodez Glanndour o kregiñ en erv « Studi hag Ober » da Nedeleg 1936 e teuas kalon dezhañ en-dro. Diouzh e du e oa bamet ar beleg 27 vloaz gant oberenn « Gwalarn ». E 1937 e voe embannet gant Roparz Hemon e varzhonegoù kentañ : ur rummad nevez a zispenne e roudoù. Diouzh e du e tisklerio Maodez Glanndour n’en dije ket skrivet e brezhoneg hep Gwalarn. Evitañ e oa bet evel mont er-maez eus un toull-bac’h, «toull-bac’h skol ar galleg» a vire outañ da analat «aer fresk ar bed». Dre e spered, ar stumm-yezh implijet, e sell war ar bed, e uhelvennadoù harozel war ar vuhez hag an ober, e azaouez ouzh Roparz Hemon ivez, e c’heller stagañ Maodez Glanndour, hep mar ebet ouzh ar pezh a vo anvet « Skol Gwalarn » hag emsav « Breiz Atao », an eil emsav lenegel da heul hini ar «Barzaz Breiz». Ivez e ranker stadañ en deus kemeret e frankiz hag ul lec’h a-ziforc’h o vezañ ma oa e penn e gelaouenn dezhañ e-unan, war un dachenn strishoc’h, hini ar relijion gatolik.

 

​

Studi hag Ober (5)

 

Kontrol d’an Aotrou Perrot en doa klasket hejañ gant ar « Bleun-brug » hag ar gelaouenn « Feiz-ha-Breiz» ur bobl kristen brezhonek hep dont a-benn dirak lanv ar bed digristen ha gallek, ne glaskas ket Maodez Glanndour tizhout ar bobl gant e gelaouenn « Studi hag Ober » : ur gelaouenn a studi hag a breder e oa, na c’helle bezañ lennet nemet gant ur vegenn, beleien pergen hogen laiked ivez, a c’hello hervezañ reiñ lañs en amzer da zont d’ur Vreizh kristen ha brezhonek, gant m’he devo bet goveliet da gentañ penn benvegoù hec’h adsav, war dachennoù liesseurt : feizoniezh, liderezh, troidigezh ar Bibl, prederouriezh, lennegezh kristen... Ezhomm a oa evit se eus ur yezh a live uhel, arbennik d’ar relijion gatolik a-wechoù. Ar pezh en doa graet Roparz Hemon gant « Gwalarn» war dachenn al lennegezh hag ar yezhoniezh en deus graet Maodez Glanndour war un dachenn all betek 1978.

Bodet en doa en-dro d’e gelaouenn un nebeut kefredourien gatolik, beleien dreis-holl, a yelo ivez, lod anezho, da sikour dezhañ evit an droidigezh eus ar Bibl. Pêr Bourdellez (6), troer an Divina Comedia, Marsel Klerg un troer ampart diwar ar gresianeg hag al latin ha rener ar gelaouenn Barr-heol, ar chaloni Batany a anaveze mat-tre istor hol lennegezh, Pêr-Mari Lec’hvien a voe lazhet dre gasoni ouzh ar feiz e 1944, Armañs ar C’halvez diazezer skol vrezhonek Plouezeg, Madalen Saint-Gal de Pons (a sine Benead), istorourez ha barzhez, Loeiz Andouard (Farnachanavan) a oa ivez e skipailh Gwalarn. Evel-se ha daoust d’an diaesterioù (nebeut a goumananterien) e voe pourchaset d’ar brezhoneg ur c’hCorpus a-bouez, evit ar relijion gristen pergen, evel un droidigezh eus un darn vras eus ar Bibl. E dibenn e vuhez, dre ma n’helle ket mui kenderc’hel gant e gelaouenn, e fizias e labourioù e Imbourc’h, a embannas e «Notennoù a batrologiezh», da lavarout eo un istor eus al lennegezh kristen e penn-kentañ an Iliz, ha div droidigezh : «Sin an Templ» ar C’hardinal Danielou, ha «Trec’h an Aotrou Krist» Dom Ansker Vonier.

​

​

​

​

​

​

​

​

 

Yann-Vari Perrot

 

E miz Gouere 1940 e voe disoudardet hag e voe anvet da gure e Gwengamp. D’ar mare ma embannas Roparz Hemon e varzhoneg «Imram» e niverenn gentañ «Sterenn» en doa lavaret dezhañ Maodez Glanndour e soñje dezhañ ne vije nemet 50 den barrek da lenn e varzhoneg hir. Ar 500 skouerenn a voe gwerzhet buan, marteze abalamour ma oa bet dihunet ar speredoù en Emsav gant ar brezel, a skrivas diwezhatoc’h. Barzhonegoù all a skrivas evit Gwalarn e-pad ar brezel. Gant an Aotrou Perrot, abostol Feiz ha Breizh e kejas meur a wech, pergen da geñver ar Bleun-brugoù, hag ivez o vont d’e welout en e bresbital, digenvez e traoñ pellañ bro-Gerne komunour, " ur foukenn, digor d’ar seizh avel, d’ar glav, ha yen ! ". Komz a rejont kalz etrezo, Loeiz ar Floc’h a selaoue anezhañ aketus, met diwezhatoc’h e lavaro e doa dic’houest Yann-Vari Perrot d’en em zifenn dirak e eskob en abeg da zoare-soñjal ar veleien gozh a lakae ar sentidigezh a-us da bep tra, hag ivez, ret eo en lavarout, dre m’en doa eñ graet studioù uhel a roe aezamant evit komz ouzh an eskibien, ha ne oa ket degouezh an Aotrou Perrot (7).

Eveljust e voe laouen bras an Aotrou Perrot, evel ma voe Roparz Hemon – o welout ur rummad nevez a veleien vrezhonegerien en-dro d’ar gelaouenn " Studi hag Ober ", seul vui ma voe diazezet adalek 1942 " Unvaniezh Speredel Breizh ", ur vreuriezh aotreet gant e eskob gant ar memes spered, da lavarout eo stummañ ur vegenn a vrezhonegerien gatolik renet gant Madalen Saint-Gal de Pons hag eñ an aluzener anezhi. : retredoù a zo bet lusket gantañ etre 1942 ha 1973. Ne lavaran ket ‘prezeget’ rak hervez Youenn Olier ne oa ket gwir retredoù met kentoc’h devezhioù a studi kristen a oa hepken evit stourmerien vrezhonegerien an Emsav. Madalen Saint-Gal de Pons a gaved enno eveljust, e vignon bras hag e embanner (Al Liamm) Ronan Huon hag e wreg Elena ar Meliner, an Doktor Roparz hag e wreg, Vefa de Parcevaux gant unan eus he c’hoarezed hag he zintin ar skrivagnerez dianavezet Odette Chevillotte (Eodez), Ivona Martin, Janed Keilhe, Ivet an Dred, Nouela Louarn... Evelkent, evel e Gwengamp e 1947 e voe ivez gwir retredoù evit ar maouezed (8).

Setu aze ar skrid-enoriñ a skrivas Maodez Glanndour diwar-benn an Aotrou Perrot e 1953 :

" Ouzh e lazhañ ez eus bet fellet d’e enebourien lazhañ Breizh penn-da-benn, evel ma oa bet en tremened hag evel ma fellas dezhañ e chomfe da viken, da lavarout eo kristen ha brezhon. En hon istor tremenet na kennebeut en dazont n’hon eus ket bet na n’hor bezo ket kalz a dud eus ar seurt-mañ, ma talm enno kalon Breizh, o tougen o-unan eus Breizh vev, rak ur vro n’eus anezhi nemet e spered hag e kalon an dud. N’eus ket a Vreizh hep Brezhoned".

Ha goude, e 1980 :

" Ma klaskfe an Iliz e Breizh skouer ur beleg evit he c’hloer, n’he defe ket da vont da glask pell, rak ar beleg-se a zo dindan he sell, an Aotrou Perrot an hini eo. Met eno emañ an dalc’h, ne glask ket rak soñjal a ra dezhi n’he deus ket ezhomm a skouerioù. Reishoc’h eo dezhi er c’hontrol gwelout he c’hloerdioù hag ilizoù goullonderet, deuet da vezañ bezioù ar feiz." (9)

Diouzh sellboent ar bastorelezh ha kalonekaet war an hent-se gant ar c’hannad Albert de Mun ha degouezh « le Sillon » d’ar poent-hont e oa deuet a-benn an Aotrou Perrot da ziorren gant krouidigezh ar Bleun-Brug un doare «emsav a Obererezh Katolik» a-raok na vefe anv anezhañ, hep mont a-du e doare ebet gant diheñchadurioù fazïek ar Sillon bet kondaonet gant ar pab Pius X d’ar 25 a viz Eost 1910, fazioù a reas daoust da se reuz e Frañs betek ar Sened Meur ha bremañ c’hoazh. Disteurel taer a reas an Aotrou Ar Floc’h ar fazioù-se, ar pezh a dalvezo dezhañ, dreist-holl pa enebo ouzh ur seurt-anvet ‘deveizadur eus ar Sened Meur Vatikan II’, brud ur mirelour, ha zoken a anterinelour (10) !

​

​

​

​

​

​

Unan eus oberourien unvanadur skritur ar brezhoneg
​

D’an 8 a viz gouere 1941, ur bodad skrivagnerien (Roparz Hemon, Frañsez Kervella, Gwilherm Berthou, Abeozen, ar chalonied Uguen ha Mary, an Aotrou Perrot, an Aotrou Bourdellez, Maodez Glanndour, hag ar Wenedourien Loeiz Herrieu, Xavier de Langlais, ar chaloni Le Goff, an Aotrou beleg Le Marouille,…) en em gavas e Roazhon da gas war-raok un doare-skrivañ unvan, bet prientet ha gortozet dija kalz a-raok ar brezel. Met aze e oa ur chañs bennak da lakaat ar yezh da zont-tre er skolioù, ar pezh a oa koulz lavaret dibosupl a-raok ar brezel. Goude ar brezel e voe kemeret an doare-skrivañ, anvet «Peurunvan» pe «KLTG» gant hêred skol Gwalarn : gant Youenn Olier diouzhtu e 1945, ha diwezhatoc’h gant Ronan Huon ha Pêr Denez. Hiziv ez eo degemeret dre holl, goude un hir a emgann a badas well-wazh betek 1985 (Bodadeg veur Diwan e Plistin e 1985 a sell ouzh ar peurunvan evel skritur kefridiel an aozadur). Antronoz ar brezel e veze tamallet d’ar re a zalc’has d’ar skritur-se lesanvet «ZH» da vezañ bet «kenlabouret» gant an Alamaned pa ne oa o c’hoant ken ‘met degemer evel ma oa al labour dispar a oa bet kaset da benn e-pad ar brezel diwar atiz Roparz Hemon dreist-holl (Gwalarn kelaouenn ha ti-embann, Radio Roazhon, ar Framm Keltiek... Skol Blistin ivez, gant Yann Kerlann a voe ar skol hollvrezhonek kentañ bet savet biskoazh e brezhoneg. ‘Afer’ an doare-skrivañ a veze lusket gant Skol veur Brest (ar Chaloni Falc’hun a roas lañs eno d’e skritur e 1951) hag eskopti Kemper a-enep emsaverien a brezhoneg a oa izel c’hoazh an niver anezho, un nebeut kantadoù, gant Maodez Glanndour diwezhañ ezel Skol Gwalarn (gant Langleiz). An ‘Afer’-se eta, a zeuas en-dro war an tabier pa voe anv da dreiñ testennoù liderezhel nevez deuet da heul Vatikan II.

Evit gwir e c’hoarie Maodez Glanndour un tammig roll un aluzener en Emsav (da skouer ez ambrougas Abeozen p’edo war e dalaroù gant ur c’hleñved poanius hag en em droas neuze ouzh Doue (11), roll ur seurt «Aotrouniezh speredel» a oa gantañ, anzavet gant an holl en Emsav er bloavezhioù goude ar brezel, o talañ ouzh ar Jakobined enebourien da Vreizh, pergen kloer patriot eskopti Kemper. Er c’heñver-se eo mat lenn e lizher da Herri Kaouisin e miz genver 1944 ma skriv en dibenn anezhañ : " Studi hag Ober kentañ a vo moullet gant ar reizhskrivadur peurunvan. Falc’hun a vo droug ennañ. N’hellan ket chom hanter-hent evel-se da viken, ha n’eo ket mat a gav din, distreiñ d’an hini kozh. " Gwelout a reer mat-tre aze, met gwir e oa adal emglev ar peurunvan e 1941 en doa degemeret da vat ar skritur nevez. Stekiñ a rae aze ouzh enebouriezh aheurtet eskopti Kemper a bad atav eno 80 vloaz war-lerc’h !

Ret mat eo menegiñ diwar-benn emzalc'h Loeiz Ar Floc’h e-keñver Alamaned pa zalc’hent ar vro, en doa kinniget da C’houlven Mazeas, dre ma oa e wreg ur juzevez a vro Elzas, ma vefe badezet o bugale evit o gwareziñ diouzh heskinerezh an Nazied (12).

 

​

​

 

Goude ar brezel

 

Goude ar prezel ha betek e varv e kaver gantañ barzhonegoù ha pennadoù niverus er gelaouenn lennegel " Al Liamm ", warlerc’hiadez " Gwalarn ", er gelaouenn " Barr-Heol " ivez, ha " Sked " (13)... en ur genderc’hel e embannadurioù dezhañ alies en un doare divareadek.

E 1952 e krouas ur c’hannadig " Ar Bedenn evit ar Vro " gant skoazell Madalen Saint-Gal de Pons (‘Benead’), kannad " Unvaniezh Speredel Breizh ", follennoù dister-tre da welout hogen karget-rez a breder, a speredelezh vrezhon, a vuhezskridoù war kevrinourien a Vreizh...

E 1953 e voe anvet da aluzener ar Bleun-Brug evit e eskopti, met reiñ a reas e zilez eus ar garg-se e 1960 da heul Marsel Klerg, dre ma ne samme ket eskopti Kemper hêrezh an Aotrou Perrot evel ma vije dleet daoust ma oa bet drouklazhet vil gant ar gomunisted d’an 12 a viz Kerzu 1943. Diwar-benn ar gelaouenn Feiz-ha-Breiz hag ar Bleun-Brug e skrivo nebeut-tre goude tremenvan an Aotrou Perrot d’e sekretour Herri Kaouisin, d’ar 14 a viz Genver 1944 : " Eskopti Kemper evel ma’ m eus gwelet en deus ivez [sellet] ar Bleun Brug evel un dra dezhañ daoust ne oa ket " hag a-raok en doa skrivet dezhañ endeo, hep mar na marteze en abeg d’ar skoazell a roe da Roparz Hemon : " Dirak heskinerez Eskopti Kemper a glasko ouzin pep diaesamant, betek rei urz d’ar veleien da chom hep koumananti da Studi hag Ober (…) "(14). Merzout a reer aze edo e go endeo an troc’h didec’hus. An dilezadur-mañ a oa poellek rak gwelout a rae mat e ranke labourat e stern an Emsav ha n’eo ket war-eeun evit ur bobl e Breizh a oa divreizhekaet ha digristenaet a-benn neuze gant ar gevredigezh-veveziñ a oa oc’h en em ledañ buan, ha dreist-holl n’en em sante ket galvet d’an abostolerezh-se. E 1944 e skrive da Herri Kaouisin : " Me n’hellan ket [sammañ renerezh ar Bleun Brug], rak ne vefen ket degemeret e Kemper, ha dreist-holl ne ‘m eus ket ar spered troet a-walc’h d’an traoù poblek. N’ouzon ket ober gant ar bobl, an Aotrou Perrot a oa dispar evit kregiñ enni. "

​

​

​

 

 
 
Troer ar Bibl e brezhoneg (15)

 

N’heller ket komz a ziforc’h eus e labourioù war-dro troidigezh ar Bibl rak dalc’hmat edo al labourioù-se war e vurev. Troidigezhioù eus ar gwellañ ez int, hag ivez eus ar re gaerañ a zo bet graet e brezhoneg, hep mar na marteze. Rebechet e vez outañ evel evit e varzhonegoù bezañ bet o skrivet evit un niver bihan a dud. Met evel ar goell en toaz eo : kreskiñ a raio o niver ma ra berzh ar brezhoneg. Kalz yezhoù a c’hell kaout avi ouzhimp rak an holl anezho n’o deus ket ar chañs da gaout ur barzh meur evit treiñ o Bibl, pergen al levrioù barzhonïel : ar Salmoù, Job, Krennlavarioù, Kanenn ar c’hanennoù, Izaia... oberennoù prizius-dreist an holl anezho (16).

E 1952 eo e krogas gant embannadur lod eus levrioù ar Bibl, sikouret gant beleien eus e dolead dreist-holl : Marsel Klerg a voe e genlabourer brasañ a bell (Marsel a zivraze an dachenn tra ma gaerae M Glanndour an testennoù war e lerc’h), Pêr Bourdellez, Pêr Ar Gall, hag e Leon an Tad Medar, Maoris Ar C'hollo… Al labour divent-se a chomas diechu ha diembann ul lodenn vras anezhañ betek Bibl Penkermin 2018 : ar Bibl-se a zo adalek levr Job disoc’h labourioù ar skipailh-treiñ renet gant Maodez Glanndour. Evit al levrioù a zo a-raok en Testamant Kozh n’em eus kavet roud ebet en e baperoù. Evit gwir en doa kroget e droidigezhioù a-raok ar brezel, pergen ar Salmoù a gaver en e gelaouenn, met evit ar Salmoù e skrivo en deus o lakaet teir gwech war ar stern a-raok o reiñ d’e embanner Al Liamm 35 bloaz war-lerc’h (1974). Izaia, Habakouk ha levrioù all c’hoazh a voe adwelet meur a-wech gantañ betek kaout un Imprimatur e 1983. Met ne voent ket holl embannet evit keloù-se rak adalek 1981 e voe tennet e zour diwar e brad gant embannadurioù «An Tour-tan» eus an Testamant Kozh diwar an hebraeg gant ar veleien Pêr ar Gall ha Job Lec’hvien. Met disheñvel eo an div droidigezh rak e hini a oa, evel ma c’houlenn an Iliz diwar an destenn henc’hresianek ar Septaginta evit al liderezh tra ma pa skianteloc’h hini «An Tour-tan», ur ger-ha-ger diwar an hebraeg. Gwir ivez e oa krog ar gozhni d’ober e reuz (remm ha stennadur-gwad...) ha ne oa ket kalz a brenerien da gaout war un hevelep tachenn ken strizh dija. En e droidigezhioù e felle dezhañ «doujañ ouzh urzh ar gerioù, frammadur ar frazennoù, rak un talmadur ez eus, a lavare, un nerzh, skeudennoù en destenn c’hresianek a c’hell ar brezhonek treiñ gwelloc’h eget al latin pe ar galleg» .

 

Person Louaneg

 

E 1956 e voe anvet da berson Louaneg. Deiz e oferenn gentañ er barrez-se e lavaras ul louanegad d’e vreur Raymond «Re zesket evidomp eo ho preur, ne chomo ket pell person amañ». Tregont vloaz eo chomet ha marvet eno. E c’hoant e oa. Nac’h a reas an holl gargoù a voe kinniget dezhañ, ha lavarout a rae alies e kave gwelloc’h bezañ person en ur barrezig a Vreizh-izel eget mont da eskob Guéret pe Saint Flour. Brud vat en deus lezet war e lerc’h er barrez, daoust m’en doa divizet dilezel e bresbital diglet-tre ha gleborek evit kavout bod e Keresperz, kenkiz an Dimezell Madalen Saint-Gal de Pons : an teodoù fall a oa aet en-dro. N’eus forzh ! Er pleustr e labouras a-zevri hag e teuas a-benn da adsevel chapel Keralan a oa kouezhet en he foull. Reiñ a reas ul lañs nevez d’ar pardon gant ur brosesion deol ha gant kantikoù betek un Tantad, hag evit Gouel Erwan e reas ivez. Er bloavezhiennoù-se eo ivez e reas sevel gwitrin chap Sant Erwan ma c’heller pediñ dirazi en iliz-parrez.

Diskibl ma oa d’an Aotrou Perrot ha d’e c’her-stur «Feiz ha Breizh» e talc’has gantañ relegoù e zilhad chomet warno gwad ha fank e verzherinti bet fiziet ennañ gant an tiegezh Kaouisin. Evel beleg ha daoust d’e remm e labouras start war-dro e barrez, prederiet ma oa gant e vision, hep krediñ evit keloù-se e c’hellfe e abostolerezh parrezel kaout un efedusted bennak dirak kemmoù relijiel bras ar bed-holl. Evit-se e soñje e vefe efedusoc’h e stern an Emsav. Ma teufe Breizh da vleuniañ evel broad kristen en dazont e vefe aze un nevezinti hep he far ! (17). Evel Sant Erwan e voe a-hed e vuhez difenner an Iliz hag ar paour bras, pobl Vreizh. A-zevri kaer e laboure evel beleg o klask reiñ d’ar vugale diazezoù mat gant kentelioù katekiz hengounel (La Miche de pain evit ar re vihan, embannet e brezhoneg gant Imbourc’h e 2017, Lumière du monde evit ar re vrasañ) e-pad ma veze un enkadenn vras eus ar c’hatekiz er parrezioù all. E parrezioù zo ne oa mui kentelioù katekiz met kentelioù brikolerezh e plas ! E oferennoù FLB (Galleg-latineg-brezhoneg) eta a sache kalz a dud, eus ar parrezioù tro-dro zoken, hag ivez e oa familhoù a rae kalz kilometradoù evit kaout un oferenn deol, gant kantikoù kanet a-bouez penn gant an holl rummadoù (18)… Kalz a dud a dremene a-hed ar bloaz e Keresperz d’ober ur gwel dezhañ da c’houlenn kuzul, da anavezout e soñj war an danvez-mañ-danvez, re ar feiz, pe a-fed lennegezh pe istor. Er gelaouenn Communio eus 1977 e ra ur seurt bilañs eus e labour a berson e-pad 20 vloaz. E barrez he deus kollet an hanter eus he foblañs a-raok kreskiñ en-dro gant donedigezh familhoù nevez o labourat e greanterezh ar pellgehenterezh e Lannuon. Gwazhwelour eo o welout efedoù drastus ar Sened-meur. N’eo ket bet tra-walc’h aotren ar yezhoù ordinal el liderezh evit ma teufe en-dro an dud d’an Iliz. Evit paouez gant ar freuz ha war ali e barrezianiz e talc’ho d’an Ordinal e latin (Gloria, Credo...). Hag e tiskler : «(...) An Iliz, derc’houezet gant ar beleg, en em ziskouez er ritoù a lid evel un enkorfadur hag un nesanted eus donezon Doue. Ma cheñch dremm en enkorfadur-se, n’eo ket mui ar memes feiz (...)». C’hoantaet en deus bezañ ar beleg-se «na cheñch ket», e servij pobl Doue a oa bet fiziet ennañ, gant ul liderezh e yezh an dud, ya ‘vat ! hogen hep dispac’hañ pep tra.

​

 

 
 
 
 
 
Vatican II

 

Un emziviz filmet ez eus e dielloù an INA gant Maodez Glanndour diwar-benn kemmoù Vatikan II el liturgiezh. Eveljust e oa evit ma kendalc’hfe e barrezianiz da gomz brezhoneg met ne oa ket touellet. " Soñjal a ra din ne vo adsavet ur bobl e Breizh, war dachenn ar relijion, nemet pa vo lakaet en he c’herz ar binvioù speredel prest da vezañ implijet. Ar seurt binvioù n’hon eus ket bet betek vremañ " (19). E holl oberoù a zo eta – en lavaret hon eus dija – evit ur vegenn katolik brezhonegerez, a vo gouest, m’he deus da gentañ-holl ar binviji-ret, da lakaat en un dazont pell da reiñ buhez a nevez d’ur Vreizh katolik ha brezhoneg he yezh. Evit an dazont e laboure eta. Laouen bras eo bet gant disentez Sened-meur Vatikan II da aotren e vefe lidet al liturgiezh e yezhoù an dud, hag e labouro kalz evit ma teufe da wir evit ar brezhoneg. Heuliet pizh en deus ar breud a oa er Sened-meur ha war e lerc’h. Met gwall nec’het e voe buan gant an adreizhadurioù a voe divizet diwarno ha na oant alies-mat nemet deveizadurioù direizh e-keñver ar pezh a oa bet divizet gant an eskebbod. Fellet ez eus bet dezhañ derc’hel mort d’an Hengoun ha setu perak e talc’has d’e soutanenn da skouer. Aotren a reas zoken an aotrouien beleien Berrou ha Fernandez, eus Breuriezh Sant Pius X da lidañ an oferenn er mod kozh -doare sant Pius V- e Keresperz, en ur c’harrdi kempennet d’ober ur chapel, Itron-Varia Keresperz, evit familhoù bro Lannuon a c’houlenne an oferenn-se.

Diwar-benn e roll er bodad etreeskoptiel evit al liderezh e brezhoneg e voe ret dezhañ talañ ouzh enebïezh vras ar re a oa e karg eus se e Penn-ar-Bed (20), a-berzh an eskob-skoazeller Visant Fave (21) hag a-berzh e vignon a wechall Pêr-Yann Nedeleg. Evit gwir e oa e gwirionez div gudenn : da gentañ eta ur gudenn deologel a veizadur eus ar Sened-meur emaomp o paouez ober meneg anezhi ha neuze un eil kudenn kuzhet a-dreñv kudenn doare-skrivañ ar brezhoneg gant an eneberez a-unan gant ar Skol-veur C’hall e Breizh (" War ar poent-se e felle groñs da dud Kemper en em zistagañ diouzhimp "), kudenn ar menozioù politikel enebet etre broadelourien vrezhon diouzh un tu ha patrioted c’hall diouzh an tu all hag er pleustr kudenn al live-yezh evit un droidigezh a vefe deuet mat d’an div gostezenn, an hini begennelour hag an hini poblelour a felle dezhi chom a live gant an Terminals Speakers. Hag e chome ur gudenn vrasoc’h war dachenn aar feizoniezh. Tri bodad a oa en tri eskopti hag en em gleve mat re Sant-Brieg ha Gwened. Met re ‘war-raokour’ war dachenn ar feizoniezh e oa eskopti Kemper evit Maodez Glanndour : " Bez e felle dezho ijinañ ar relijion en un doare nevez, ar pezh na felle ket din, da briz ebet. ". Div droidigezh a voe neuze, pep a Imprimatur dezho, evit ur yezh war he zalaroù !

 

​
 
Bedveizadur Maodez Glanndour (22)

 

Brezhon e oa, hep treitouriezh na rannadur, dre e garantez evit e vro, e zouar, e yezh, e respont d’e Grouer. Dre e Vreizh adkavet eo en deus kavet e c’halvedigezh a varzh ha skrivagner, morse a-hent all ned dije bleuniet e awen hag e ijin.

Ra vin benniget Aotrou da Dre m'ac'h eus digoret va muzelloù marv, Va spered prennet gant yezh an estren...

Ar Vreizh eus an douar-mañ a wel ennañ ur ment all. Dre m’emañ ennomp, en hor spered ez eo divarvel hor spered broadel. Ar gaerder-se hon eus arvestet outi he deus gwiadet tamm-ha-tamm hon eneoù, he c’has a raimp en tra-bed evel ur berniad bleunioù frondus a lakaimp ouzh troad an tron. " Ur c'haerder a zo tra kenedus da viken " hag ar gwerzad-mañ a respont evel un heklev da hini Keats: " A thing of beauty is a joy for ever " (" Kaerded a zo levenez evit atav").

Al levenez-se, an asurded-se, an esperañs-se, ar feiz-se en deus ar barzh e tonkadur peurbadel e vro, e tassonded divarvel hon oberoù, kement-se-holl a ya a-enep skeudenn an haroz turkezet a ginnig deomp skrivagnerien kempred all evel Roparz Hemon e-unan, desachet gant dougoù kontrol, nec’het gant kudenn talvoudegezh un oberenn n’he deus ster ebet ma n’eus ket a zasorc’hidigezh, ma echu pep tra gant ar marv didec’hus, war an netra pe war klemmoù Yann-Bêr Kalloc’h a gred, eñ er beurbadelezh, met pas evit ar pezh a zo bet, er bed-mañ, hor c’hoant da vevañ, da stourm, da c’houzañv : kaerded ar bed-mañ, hon douar, hor yezh, hor broad a gas, souezhus eo, d’ur seurt netraouriezh, da goazhañ hon ene d’ober anezhi un aezhenn dianat : animula vagula blandula... ; Maodez Glanndour, eñ, a zegemer ar gwirvoud en e leunder, hini ar bed-mañ, hini ar bed all, hag e wel o unded don, rak an eil a zo hadet en egile.

Hor barzh hag hor skrivagner brogarour gwellañ ez eo. Mordrel a rae stad eus ar ouenn vojennel ha Meven Mordiern ne selle nemet ouzh ar yezh. Maodez Glanndour en deus nevezet hor c’harantez evit hon douar, an dremmwel-se a stumm ac’hanomp abaoe hon oad tenerañ maz omp dleourien dezhañ hor soñjoù, an douar-se ez omp bet ganet anezhañ ha m’en em ziazezimp evit mirout ouzh hor broad da vont da get, zoken ma rank hor yezh mont diwar wel e-pad ur pennad, an douar-se ma rankomp kompren e dalvoudegezh dierlec'hiadus, an douar-se a gasimp ganeomp er bed all an c’houn hag ar solwez anezhañ.

Disteurel a ra Maodez Glanndour ar sevenadurezh c’hresian-roman, a zisec’h ar spered ha na glot ket gant ar gristeniezh, difrouezhus evit ene ar Gelted, hag he fennhêr ar glaselouriezh c’hall.

Klasket en deus krouiñ un arz a vefe brezhon nemetken, o klask e awen en hon danevelloù, hor gwerzioù ha zoken en hor c’hrennlavarioù. Rak ur folklorour e voe ivez, kement-se a zo dianav diwar e benn. Renet en deus ar gelaouenn "Gwerin" evit embann kanaouennoù-pobl dastumet (23). Un arbennigour a gentañ troc’h e oa war sonerezh ha kanaouennoù-pobl Breizh, ha sonaozour e oa e-unan (24). E 1977 e voe embannet diwar e imbourc’hioù div levrenn anvet «Le brasier des ancêtres» gant an dastumadeg «10-18».

​

​

​

​

​

​

Marteze ez eo hor barzh brasañ

 

Lod a lavar e oa Yann-Bêr Kalloc’h hor barzh brasañ. An hini anavezetañ eo a dra-sur pa ne skrive Maodez Glanndour nemet evit begenn bedig-bed stourmerien ar brezhoneg. Ar barzhonegoù a ya d’ober ar pep pouezusañ eus e skridoù, dastumet e levrennoù evel "Troellennoù Glas", "Bragerizoù Ene", deuet er-maez e 1937 ha 1939 e "Gwalarn", pe barzhonegoù hir evel "Imram" (1941), "Milc'hwid ar Serr-noz" (1946 ; gant Armand Robin e oa bet troet e galleg.)

E 1949, hep "Milc'hwid" e voe embannet e holl varzhonegoù dindan anv "Komzoù bev" (adembannet gant "Al Liamm" e 1984) hag en hevelep bloaz "Telenngan d'an teir vertuz". E 1951, "Kanadeg evit Nedeleg" adembannet e 1984 gant "Al Liamm" a-gevret gant "Milc'hwid ar Serr-noz" en ul levrenn anvet "Telennganoù". E 1979, "Vijilez an deiz diwezhañ" a zo e varzhoneg diwezhañ, marteze an hini fetisañ ha diouganusañ. Hag e 1983, "Va levrig skeudennoù".

 

​

​

​

Oberennoù e komz-plaen, anavezet nebeutoc’h
​

E skridoù e komz-plaen n’eo ket bet priziet kement o zalvoudegezh ha n’o deus ket tizhet kement-se, ha strewet int diaes da gavout hiziv an deiz. Memestra e kaver lod anezho bodet gant an aozer e "Kregin-Mor" ha "Dre Inizi ar Bed Keltiek", a zo un tammig evel "Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh" Roparz Hemon. Un dornskrid prizius meurbet eus e brederiadennoù, bet kroget pa erruas e Louaneg, ur seurt testamant speredel, a seblant dianket da vat, siwazh !

Sur a-walc’h e voe unan eus soñjerien bennañ an Emsav en eil hanterenn an XX-vet kantved, hag e skrive en ur yezh vistr, kaer da lenn. Ne skrive ket evit skrivañ met evit dispakañ stummoù liesseurt, evel e kreiz ur goadeg varzhus. Gantañ morse n’emañ ket pell ar barzh.

 

​

​

​

​

​

​

​

​

​

E dremenvan
​

Marv eo d’ar 25 a viz du 1986 e ospital Lannuon. Goude e chomadenn hir e Keresperz Louaneg e voe kaset da ospital Lannuon e lec’h e rentas e ene da Zoue goude pemzek devezh bennak a dremenvan, un ene skedus goude bloavezhioù hir a boanioù a sammas gant ur galonegezh vras, en ur glask derc’hel gant e garg a berson ha da gas da benn gwellañ ma c’helle al labourioù a oa bet fiziet ennañ gant e Grouer. Bremañ emañ o repoziñ e bered an Dreinded e Gwengamp (25).

​

​

 

Klozadur :

 

Gant e dalvoudegezh a zen hag a bastor hag e ouiziegezh war an holl dachennoù en dije gellet mont da eskob met furoc’h e kavas heuliañ e c’halvedigezh vrezhon ha beilhañ war eneoù ur vourc’hadenn vihan a Vreizh-izel kentoc’h eget sammañ ur garg pounner e penn un eskobiezh e-lec’h n’en dije bet neuze frankiz ebet. An holl a sell outañ evel unan eus hor gwellañ barzhed met ivez eus gwellañ difennourien ar yezh (26), E galleg e skrivas nebeut, hepken evit an abostolerezh kristen ha brezhon. Karet en dije skrivañ hepken e brezhoneg. Souezhet-tre e vezer pa vuzulier yoc’h ha liesseurted e obererezh. Ur vuhez evel-se, ken leun, daoust hag eñ e vije bet gallus hep sikour ha gras Doue ? Ne gredomp ket pa weled e vadelezh o skediñ en e zaoulagad glas.

Deskrivañ a ra e-unan e zasorc’hidigezh da zont :

" Brezhon ac’h eus va c’hrouet, Brezhon e adsavin gant va yezh disprizet em genou, va yezh laeret diganin em genou (…) ".

Maodez Glanndour, beleg gouiziek Keresperz, en ur c’horn-bro ma kemm an dremmwel dizehan, a vevas e-pad 30 vloaz eno o kavout e awen. Marv eo met e skridoù a chom, hag e chomint ganeomp a-dreuz ar c’hantvedoù. En lavarout a ra e-unan en unan eus e varzhonegoù :

" Ha goude ma vo bet mouget va mouezh, va genou karget a bri gant an Ankoù, e talc’ho gwirionez va c’homzoù da grial ".

​

​

​

​

 

​

Tepod Gwilhmod

​

Notennoù : 

​

(1) Emziviz gant Maodez Glanndour Imbourc’h 206, p. 3-15

(2) Annaig Renault , Maodez Glanndour, son chemin d’humanité au long de Komzoù bev p. 40

(3) Emziviz gant Maodez Glanndour Imbourc’h 206, p. 25

(4) Ibid. p. 16 ha 23

(5) Ibid. p. 18

(6) Ibid. p. 26

(7) Ibid. p. 19-22.

(8) Retredoù en deus graet ivez evit manac’hezed Kergonan e 1965 da vihanañ (Annaig Renault p. 36).

(9) Lenn " J’ai tant pleuré sur la Bretagne " Youenn Caouissin diwar-benn an Aotrou Perrot.

(10) Lenn da skouer Barr-Heol 92 1977 e vurutelladur eus troidigezh Yann 17, 11-19 gant Kenvreuriez ar brezoneg eskopti Kemper e-lec’h e tiskouez en holl gwerzadoù fazioù o tuañ bep tro a-du gant un deveizadur «progresour» eus an Aviel. « An troer a zo techet da skarzhañ kuit eus an destenn kement a zo ontologel, tra eus Doue. Pouezañ a ra war gement a zeu eus an den (…), zoken pa n’eus ket se en destenn.(…) A-zevri-kaer ? N’eo ket sur ; ne gav ket din . Nann ! Met evel-se emañ ar menozioù a-vremañ, kontammet eo ar speredoù, ne welont ket sklaer ken. Sur on e kred an troer bezañ graet labour vat. Met eus va zu, en anv ar C’hrist hag an Aviel, n’hellan ket degemer. »

(11) Emziviz gant Maodez Glanndour Imbourc’h 206, Youenn Olier p.VI.

(12) http:,,ablogjeanfloch.over-blog.com,article-28265993.html " Ar beleg Loeiz ar Floc’h, Maodez Glanndour e anv-pluenn en doa kinniget badeziñ ac’hanomp, va breur ha me. Ur gwarez ouzhpenn e oa. Gantañ eo ivez em eus kroget da zeskiñ brezhoneg. Va mamm, en abeg ma oa Juzevez, a oa dalc’het gant eurioù «ar goleiñ-gouleier». Evit ma c’hellfe kenderc’hel da heuliañ ar c’hentelioù istor Breizh a rae e Gwengamp en doa kemmet eurioù e gentelioù. Ha pa soñjan ez eus bet graet anezhañ ur C’hollabo !" Claudine Mazeas.

(13) Kelaouenn Skaouted Bleimor e oa Sked. Evito en doa aozet tonioù ha komzoù evel «Meulgan an noz» pe «Elerc’h va ene» (Annaig Renault p. 25)

(14) An daou lizher-se hon eus gellet lenn e-touez dielloù Youenn Caouissin.

(15) Emziviz gant Maodez Glanndour Imbourc’h 206, p. 28 ha 30

(16) Lenn pennad Yann Bouëssel Dubourg e niv.18 « Dalc’homp Soñj ! ».

(17) Emziviz gant Maodez Glanndour Imbourc’h 206, Youenn Olier p. V.

(18) cf. pennad Anne Floc’h war lec’hienn Ar Gedour.

(19) Emziviz gant Maodez Glanndour Imbourc’h 206, p. 27

(20) Ibid. p. 28-29

(21) Ibid. Youenn Olier p. 30-31 ha p. 34 (anv a ra ivez eus ar chaloni Falc’hun, ar chaloni Mevellec ha diskaridigezh ar Bleun Brug e 1979).

(22) Ibid. Annaig Renault, dibenn he zezenn troet ganin.

(23) Al Liamm niv. 100 p. 352. Gwerin a voe ur stagadenn d’ar gelaouenn Hor Yezh.

(24) E 1960 Skol niv. 9 « Kanaouennoù santel ha komplidoù ar Sul » e kinnig tonioù nevez niverus evit al liderezh ha testennoù brezhonek evit an tonioù gregorian.

(25) En ur zont-tre, kemer diouzhtu an alez a zehou a-hed moger ar vered betek ar penn ha neuze derc’hel da heuliañ ar voger en ur gontañ pemzek bez bennak. Ur bez greunvaen roz eo, war an tu dehou.

(26) Kadoriad Menez-Kamm ha Kuzul ar Brezhoneg e voe, hag ivez e penn strollad-barn priz Langleiz.

Bugaleaj ha yaouankiz
Roparz Hemon
Studi hag Ober
Yann-Vari Perrot
Unvanadur ar brezhoneg
Goude ar brezel
Troer ar Bible
Person Louaneg
Vatican II
E vedveizadur
Ur barzh bras
Oberennoù e komz-palen
Tremenvan
Klozadur
Notennoù
bottom of page